Aias Telamonios

Lekitos atikat, douar gwenn, a ziskouez marteze an emgann etre Aias hag Odysseüs evit armoù Akilles, Eretria, war-dro 500 kent J.-K., Mirdi al Louvre

Aias Telamonios (henc'hresianeg : Αἴας Τελαμώνιος, Aías Telamốnios), pe Ajaks, a oa mab Telamon, roue Salamis ha pried Periboea, hervez mojennoù Henc'hres. Un haroz a-bouez e oa e brezel Troia, hervez Iliada Homeros. Aias Vras a vez graet anezhañ ivez, dre ma oa brasoc'h eget an haroz all Aias Oileos, a veze graet Aias Vihan anezhañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne